|
Article in other languages:
|
Ar jazz zo un seurt sonerezh ganet er Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved. Kejadenn sonerezh Afrika (dre ar blues hag ar ragtime) ha sonerezh Europa an hini eo. Kalz isrummadoù sonerezh a zo bet maget gant ar Jazz.
Istor ar jazzAr jazz zo bet krouet er Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved diwar ur meskad sonerezhioù ar re Afroamerikaned : ar "work songs", kanaouennoù labour ar sklaved afrikan, ha kanoù relijiel, negro spiritual ha gospel. Adalek 1920 e teu ar blues da vezañ skignet e delta ar Mississippi gant enrolladenn gentañ Mamie Smith. Er memes amzer e erru ar ragtime, gant Scott Joplin da skouer. Ar boogie-woogie a ziorren ar memes mare e Chicago. E Orleañs-Nevez an hini eo e vez gwelet peurvuiañ al lec'h m'eo bet ganet ar jazz. E touez unsonerien bennañ jazz mod New Orleans e kaver Kid Ory, Sydney Bechet ha dreist pep tra Louis Armstrong, hemañ o tigeriñ hent mare ar Swing. Ar swing (pe middle jazz) en em zistag eus ar jazz New Orleans dre ul laz-seniñ brasoc'h ha dre ar bouez a vez roet d'an unsonerien. Mare ar big band eo, gant sonerien zibar evel Duke Ellington, Count Basie, Glenn Miller ha sonaozerien evel George Gershwin, Cole Porter, Richard Rodgers. Genel a ra ar bloavezhioù 1940 ar bebop, gant un tempo buan tre. Anvioù bras zo re Charlie Parker, Dizzy Gillespie ha Thelonious Monk. Gallet a reer ivez meneget ar free jazz adalek fin ar bloavezhioù 1950, al latin jazz hag ar jazz-rock gant Miles davis ha Weather Report da skouer er bloavezhoioù 1960 ha 1970. Dont a ra war wel ur jazz "europeatoc'h" ivez, awenet gant ar sonerezh klasel, ar sonerezh a-vremañ ha sonerezhioù ar bed. Evit gwir en deus ar jazz ganet un taol bras a isrummadoù. Tostoc'h ouzhomp eo bet krouet ivez an acid jazz o veskañ jazz gant sonerezh elektronek. Framm sonerezhel ar Jazz→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.
Arzourien pennañ ar JazzAozerienSonerien
KanerezedKanerienRedennoù ar jazzLec'hiennoù mojenn ar jazz
Gouelioù JazzKlotañ a ra ar jazz gant meizad ar festival abalamour d'e bersonelezh, e eztaol hag e seniñ war a prim. Meur a c'houel Jazz zo deuet da vezañ brudet eta, en o zouez re San Francisco ha Montreal. E Breizh e vez kavet Gouelioù Jazz ivez, da skouer e Gwened (Jazz à Vannes) pe e Naoned (Les Rendez-vous de l'Erdre). Kelenn ar jazz
Notennoù ha daveoù
Questions for article: 1920 jazz artist, brazilian jazz cover, james taylor quartet music sheet, jazz age, 100 top dixieland jazz trumpeters off 1950s, 100 top smooth jazz artists, 1920 jazz age and radio, 1920 jazz albums, 1920 jazz artists, 1920-jazz, 1950s mississippi jazz trumpeters |
This article is from Wikipedia. All text is available under the terms of the GNU Free Documentation License.
IHS Europe: Infrared Heating Systems for Home and Business.